• Sant-Brieg

    Setu ur testenn kaset gant Jean-Yves. Kavet n'eus se e "#brezhoneg" rollenn (niverenn 25); koumanantet eo.

     

     Sant-Brieg, Kêr borzh etre daou bleg

     

    Komzoù un tamm kriz a glever ingal diwar-benn Sant-Brieg. War hentizh hanternoz ar vro emañ, hanter hent etre Bresty ha Roazhon. Pennlec'h departamant Aodoù-an-Arvor eo ha koulskoude ne seblant ket bezañ anavezert mat gant kalz e Vretoned.

     

    Ur mamati savet gant Brieg.

    E fin ar pempvet kantved e oa bet savet ur manati eno diwar atiz (Sant) Brieg, deuet eus Enez Vreiz. Tost d'al lec'h m'emañ hiziv ai iliz-veur ha chapel Feunteun Sant Brieg e oa ar manati kozh, hervez kont. E 848 e oa bet staliet un eskopti e Sant-Brieg gant Nevenoe. Dre ma oa ul lec'h galloud relijiel, kenwerzhel, melesrtradurel he politikel e oa bet emgannoù meur ar wech eno.

     

    Kêr ar vicherourien, etre ar mor hag ar maezioù.

    Stank eo ar broleterien e Sant-Brieg abaoe pell zo: martoloded ar porzh, labourerien-douar an trowardroioù ha micherourien an industriezh adalek an naontekvet kantved hag an ugentvet kantved (brikennerezh, metalouriezh, hentoù-houarn, brousterezh, ijinerezh kimiek, ijinerezh boued...). Karterioù tier bihan pep ar liorzhig dezhz zo kalzik neuze. Roud eus se a gaver en aod ar Valais, e karter Saozon. Lochennoù koad a oa bet savet eno gant familhoù micherourien Sant-Brieg. Souezhus eo bale e-tal ar mor e-mesk an tier munut-se, liesliv ha liesstumm. Ur gevredigezh a oa betsavet e 2011 evit gwareziñ al lec'h-se. E 1992 e oa bet brudet.

    Sant-Brieg dre harz-labour micherourien «Le Joint Français» a oa padet eizh sizunvezh. Luc'hskedenn ur c'hazetenner eus «Ouest-France» gant ur micherour o kregiñ e roched un archer CRS zo deuet da vezañ brudet-tre. Un arouez eo deueut da vezañ eus ar cheñchamantoù hag ar stourmoù sokial bras a oa e Breizh d'ar c'houlz-se.

     

    Dilañs kreiz-kêr

    Gant diskar an uzinoù bras e dibenn an ugentvet kantvet ha staliadur tachenn genwerzh Langaeg, eo cheñchet mod bevan an dud. Dilezet e vez kreiz-kêr. Kalz a stalioù goullo zo. Danvez pennadoù-skrid hag enklaskoù eo. Cheñch-penn d'ar vazh a glask ober an dilennidi. E 2017 e oa bet diskaret koc'hu «nevez» kreiz-kêr, erru dirapar, ha boulc'het ur chanter bras tro-dro d'an ti-gar. Tud zo a c'houlenn ivez e vefe digoret park ar prefeti: daou hektar glasvez e kreiz-kêr kempennet brav met difennet d'an dud.

     

    Lañs nevez gant ar porzh, ar sonerezh, ar boued.

     Postet e vez kalz a arc'hant abaoe un toullad bloavezhioù evit adreiñ nerzh da borzh all Lege. Un toullad pretioù cheuc'h hag a vrud vat zo bremañ ivez, evel «Aux Pesked» da skouer. E-keñver sonerezh e vez harpet kalz festival «Art Rock», en nevezhañv. Ur sal evel «La Citrouille» a ro lusk a-hed ur bloaz gant sonadegoù liesseurt. Ar ganerez Yelle pe ar moraer Yann Elies o deus sikouret da reiñ brud da Sant-Brieg.

     

    Lañs gant ar brezhonneg ivez.

     E 1979 a oa bet savet ur skol Diwan eno. E 1994 a oa bet savet Ti-Embann ar Skolioù (TES), staliet bremañ e-kichen an ESPE ma vez stummet skolaerien divyezhek an deskadurezh publik. Kentelioù-noz niverus zo er c'hornad. Kreizenn-dudi «Dudi Sant-Brieg» a ginnig traoù bep sadorn evit ar vugale. Un ti nevez-flamm zo bremañ evit an emglev-bro, Telenn, el Lege: Ti ar Vro – L'Ôté. Eno e vez dalc'het ur stummadur hir war ar brezhoneg gant Stumdi.

     

    GERIOÙ DIAES

    kriz cruel, rude
    hent(où)-tizh voie(s) express
    pennlec'h(ioù) chef(s)-lieu(x)
    mamati(où) monastère(s)
    kantved(où) siècle(s)
    atiz(où) impulsion(s), initiative(s)
    eskopti(où) évéché(s)
    galloud(où) pouvoirs(s)
    proleter(ien) prolétaire(s)
    trowardroioù environs
    brikennerezh briqueterie (activité)
    brousterezh brosserie (indus.)
    ijinerezh insdustrie (activité)
    kimiek chimique
    roud(où) trace(s)
    Saozon Cesson
    lochenn(où) cabane(s)
    liesstumm multiforme
    kevredigezh(ioù) association(s)
    gwareziñ protéger, sauvegarder
    harz(où)-labour grève(s)
    luc'hskedenn(où) photographie(s)
    arouez(ioù) symbole(s)
    dilezel abandonner, délaisser
    cheñch-penn d'ar vazh changer les choses
    dilennad dilennidi élu(s)
    koc'hu(où) halles
    glasvez verdure
    moraer(ien) navigateur
    kreizenn(où)-dudi centres aérés
    emglev(ioù)-bro entente(s) de pays
    stummadur(ioù) formation(s)


  • Commentaires

    Aucun commentaire pour le moment

    Suivre le flux RSS des commentaires


    Ajouter un commentaire

    Nom / Pseudo :

    E-mail (facultatif) :

    Site Web (facultatif) :

    Commentaire :