• Fars ha trap...

     

     

    La Presse d'Armor n'ayant pas publié d'article en breton cette semaine, ce sera facile ! ! !

    Penaos e vo graet evit a sell ouzh ar c'hantinennoù ?Penaos e vo graet evit a sell ouzh ar c'hantinennoù ?

    Maskloù

    D'an 11 a viz Mae 2020 e vo adkroget tamm-ha-tamm gant ar skol, sañset !… Lakaomp…

    Met penaos e vo graet evit a sell ouzh ar c'hantinennoù ? Politikourien 'zo en soñj da ginnig «maskloù-debriñ» d'ar vugale ha d'an implijidi: fardet 'vo boued yen dezhe ha kinniget war-eeun e-barzh ur maskl. Douget e vo hemañ hag o stouiñ e benn war a-dreñv hag o sellout war-grec'h e tiskenno ar boued. Un tammig evel ar gwazi (gwayed)… a-benn ar fin !

    Kuit da vezañ stok-ha-stok, e tebro an hanter eus ar vugale en diabarzh hag ar reoù all en diavaez. Cheñchet e vo bemdez. Emichañs e vo brav an amzer !…

    Forzh penaos ec'h vez kalz welloc'h ar gwazi (gwayed) pa vezont bet savet ha maget dindan ar seizh amzer, n'eo ket gwir ?

     

    evit a sell ouzh: en ce qui concerne

    kinniget war-eeun: proposer directement (tout droit) 

    dindan ar seizh amzer: par (sous) tous les temps

     

    Emañ Job en un davarn…Emañ Job en un davarn…

    En davarn emañ Job. Petra 'po ? A c'houlenn paotr an davarn.

    Respont a ra Job a-vouezh-uhel:

    «a ev Job ec'h ev an holl !»

    Souezhet eo paotr an davarn gant kement a vadelezh ha servijiñ a ra pep a vannac'h d'an dud. Un hanter-eurvezh goude, echu e vannac'h gantañ, e lâr Job adarre:

    «Pa ev Job ec'h ev an holl !» Soñjal a ra paotr an davarn: «Pegen madelezhus eo hemañ !»

    Ha setu servijet pep a vannac'h da bep hini.

    Tremen a ra meur a droiad evel-se ha pa dosta paotr an davarn ouzh Job e lavar dezhañ:

    «Poent 'vefe deoc'h soñjal paeañ, aotroù ! Ouzhpenn kant euro a zleit (c'hleit) din.»

    Ha Job da respont: «Pa bae Job e pae an holl !»

     

    Gant Erwan Aleksanian in «La Presse d'Armor» deus 23 a viz ebrel 2020

    Erwan Aleksanian est formateur en langue bretonne dans l'association Roudour à Lannion

     


  • Commentaires

    Aucun commentaire pour le moment

    Suivre le flux RSS des commentaires


    Ajouter un commentaire

    Nom / Pseudo :

    E-mail (facultatif) :

    Site Web (facultatif) :

    Commentaire :