• Fars-ha-trap 2

    Poan e pep lec'h

    N 'emañ ket Job en e vleud hag aet eo da welet ur medisin.
    > Ma… selaou a ran ac'hanoc'h, aotrou, petra 'zo o c'hoariñ ganeoc'h
    N'a ket mat tamm ebet, eme Job.
    Pa douchan ouzh ma zal am bez poan. Pa douchan ouzh ma fri am bez poan. Pa douchan ouzh ma divskouarn am bez poan. Pa douchan ouzh ma goûg am bez poan ivez…
    Sellout outañ e ra ar medisin en ur flourañ e c'hroñj ha damserr e zaoulagad gantañ
    > Pa douchan ouzh ma bruched am bez poan. Pa douchan ouzh ma c'hein ec'h eo ken poanius all din… Poan 'm eus e pep lec'h, a gendalc'h Job war un ton klemmus.
    Hag ar medisin da vousc'hoarzin, d'ober un hej d'e benn bremañ ha da dostaat outañ…
    > Diskouezit ho piz din, mar-plij, emezañ
    Pouezañ a ra tamm-ha-tamm warnañ hag e krog Job da huchal.
    > Se an hini eo, just ar pezh a soñje din : torret 'peus ho piz, aotrou !

     

    Mil-tamm
    > Stad 'zo ennon ! eme Job.
    > Petra 'zo kaoz ? a c'houlenn Jakez.
    > Deuet on a-benn da echuiñ ur mil-tamm e-korf un eurvezh pa 'z eo skrivet adalek an oad a 3 bloaz betek 5 bloaz war ar voestad koulskoude !

    Ruz ar gouleier
    Ur mab da Vari-Robin 'zo oc'h ober sin da Jakez da chom a-sav gant e wetur.
    > N'ho peus ket gwelet e oa ruz ar gouleier ?, emezañ.
    > Geus 'c'hat ! C'hwi an hini eo n'em boa ket gwelet ! »

     

    Irvin
    >Un den zo o vakañsiñ war ar maez. Tremen a ra hebiou d'ur park hag e c'houlenn digant ar menajer : 
    > Met penaos e rit-c'hwi evit gounit irvin-ruz ken tev ha ken kaer ? Souezhus eo memes tra !
    > Aezet eo, 'c'hat ! Peogwir 'm eus hadet beterabez ruz !

     

    Gant  Erwan Aleksanian

    GERIOÙ DIAES

    Petra zo o c'hoariñ ganeoc'h ? : Que vous arrive-t-il ?
    Mousc'hoarzin
     : sourire
    Mil-tamm
    :
    un « puzzle » en bon français !
    E-korf un eurvezh
     : en l'espace d'une heure
    Chom a-sav : s'arrêter
    Irvin-ruz :
    radis.


  • Commentaires

    Aucun commentaire pour le moment

    Suivre le flux RSS des commentaires


    Ajouter un commentaire

    Nom / Pseudo :

    E-mail (facultatif) :

    Site Web (facultatif) :

    Commentaire :