• Et bien si !

    Il y avait un article en Breton que l'on a loupé sur la version internet, et que l'on a trouvé sur la version papier arrivée seulement hier !

          Building TrebeurdenEt bien si !

    Dindan anv «Tour Hélios» ec'h anavezer bremañ ar savadur ranndïoù uhel nemetañ a zo e Trebeurden. Met evidon-me e chomo «ar Building» rak evel-se e veze lesanvet gant ma mamm-gozh er bloavezhioù tri-ugent. Daoust hag-eñ ez eus tud all c'hoazh o defe dalc'het soñj eus an anv-se ?

    Soñj 'm eus bezañ bet o vale gant «Nénaine», an anv a veze roet ha skrivet evel-se d'am mamm-gozh gant he bugale-vihan, en-dro d'ar savadur souezhus. Eus un tu e oa livet e ruz hag an tu all a oa melen. Mont a raemp da welout an daou du anezhañ, neuze. Ar plac'h vihan a oa ac'hanon er mare-se n'en em c'houlenne ket ha brav e oa ar Building pe get. Aze e oa, ha setu tout, ur savadur iskis hag en doa ur plas em c'halon dre ma oa liammet gant pourmenadennoù ma mammgozh. Hiriv ne lârfen ket ar memes tra, ha souezhet e vez an douristed o welout ar ranndioù betoñs uhel, en ur gumun vihan tost d'an aod.

    Dedennus eo istor ar savadur, a-benn ar fin. E 1952 e oa bet diaes memes tra kaout an aotre da sevel anezhañ. Ezhomm en deus bet an ti-savour, Roger ar Flañcheg, en daou vloaz labour bennak evit dont a-benn da gaout e aotre ! Kregiñ a ra an istor gant Maurice Naeder, ijinelour pinvidik eus Pariz, en doa un ti, ar «Villa Pors-Termen», e karter Lann-Kerelleg e Trebeurden. Savet e oa bet e penn-kentañ an 20vet kantved ha prenet gant Maurice Naeder. E di kentañ, savet e 1935 war un dachenn stok, a oa bet distrujet e-pad an eil Brezel Bed. E 1946 ez eo bet brasaet ha cheñchet kalzik kenkiz Pors-Termen gant R. ar Flañcheg. E 1949 en doa bet Maurice Naeder ar raktres sevel 6 ti nevez e Trebeurden ha goulennet digant R. ar Flañcheg ober war-dro ar gwerzhañ p'en doa hemañ gwerzhet an dachenn-se dezhañ.

    L'immeuble de Roger Le Flanchec à Trébeurden.L'immeuble de Roger Le Flanchec à Trébeurden.

    Roger ar Flañcheg (1915-1986) awenet gant e vignon Le Corbusier, ti-savour brudet (1887-1965) en doa mennozhioù all. Kinniget en deus raktres Annez Helios da Maurice Naeder ha bet e asant. Treset eo bet neuze «ar Building» diwar batrom raktresoù Le Corbusier : ar Cité Radieuse e Masilia, savet etre 1947 ha 1952, hag hini Reudied (pe Reze), e-kichen Naoned, echuet e 1955.

    Kroget eo bet al labourioù divent e 1952 gant trouzioù spontus an tarzhadennoù a oa bet ret implij evit sevel ar c'hendi. Met paouezet e oa bet ar santier ur bloaz war-lerc'h, en uhelder an 9vet estaj, goude marv M. Naëder. Ne voe adkroget al labourioù ken nemet 4 bloaz goude, e 1957, hag echuet e 1962, en desped da glemmoù an dud.

    Kalz bihanoc'h eget « La cité radieuse », eo Tour Helios memes tra. 30 metrad hirder zo ennañ, 10 metrad ledander ha 34 metrad uhelder war 13 estaj. Da vezañ keñveriet eo gant 137 metrad hirder ha 54 metrad uhelder hini Masilia. Lakaet eo bet en un doare ofisiel e 2011 e-touez « Glad an XXvet kantved », gant Ministr ar Sevenadur, war-lerc'h goulenn an annezidi, an 40 kenberc'henn a zo bremañ.

    Etre ar raktres kentañ hag ar savadur echuet, ez eus bet kalz a cheñchamantoù, evit abegoù teknikel pe dreist-holl arc'hant. Al live kentañ n'eo ket chomet war bilochoù, staligoù ha koñversanted a oa sañset da vezañ eno. Un ostaleri gant ur gwel dreist-ordinal war ar mor el live diwezhañ hag ivez ur ranndi evit ur medisin.

    « Heol a zo evit tout an dud e kendi Helios» a lâre ar bruderezh, met n'eo ket bet ken aezet-se gwerzhañ ar ranndioù, un toullad bloavezhioù ez eus bet ezhomm.

    A-benn ar fin en deus bevet an aotrou Flañcheg adalek 1980 en estaj diwezhañ, en ur ranndi a zo bet lakaet da werzhañ e 2011 en-dro da 800 000 € memes tra ! Sur a-walc'h eo plijus bevañ en «Inis Gwirin», an anv a oa bet roet gant an ti-savour d'e lojeiz, en ur savadur bras, ul liorzh hag ur gwel dispar war ar mor !

    Evit gouzout hiroc'h, sellit ouzh ar pennad en Ar Men, niverenn 206, Miz Mae 2015, diwarbenn ar «Cité Rezé», savet gant Le Corbusier. Titouroù zo ivez war an internet diwar-benn Tour Helios, pennadoù kazetennoù hag ivez skeudennoù diabarzh ranndi «Inis Gwirin», pa oa bet da werzhañ.

    GERIOÙ DIAES

    savadur : bâtiment, « building »
    ranndïoù : appartements
    lesanvet : surnommé
    aotre : autorisation, permis
    ti-savour : architecte
    ijinelour : industriel
    kenkiz : villa
    raktres : projet
    annezidi : habitants, résidents
    kenberc'henn : copropriétaire
    asant pe assant : acceptation – selon les dictionnaires
    tresañ pe tressañ : dessiner
    – selon les dictionnaires
    c'hendi : 
    kendi ; copropriété
    bilochoù : pilochoù ; pilotis

     

    Gant Anne-Claire Ewen

     

    E galleg: ar gemen deus 2011... Sellit !

    http://www.dennielimmobilier.fr/vente-appartement-trebeurden-7981901.html


  • Commentaires

    1
    Mardi 5 Mai 2020 à 15:19

    Mat eo , ne ouien ket petra ober fenoz , araok mont da gousket.

    Ar pennad se a vo ma lennadenn e  brezhoneg evit hiziv. J Yves

    2
    Marie
    Mardi 5 Mai 2020 à 16:49
    J'ai tout lu, tout compris... et sans dico.....
    • Nom / Pseudo :

      E-mail (facultatif) :

      Site Web (facultatif) :

      Commentaire :


    Suivre le flux RSS des commentaires


    Ajouter un commentaire

    Nom / Pseudo :

    E-mail (facultatif) :

    Site Web (facultatif) :

    Commentaire :